Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Perak en deus renet an AOTROU ac'hanomp etrezek ar vro-se, evit kouezhañ eno dre ar c'hleze? Hor gwragez hag hor bugale vihan a vo ur preizh enni! Ha ne vefe ket gwelloc'h deomp distreiñ d'an Ejipt?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 14:3
14 Iomraidhean Croise  

N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.


Pet gwech ez int bet disentus outañ er gouelec'h, hag o deus glac'haret anezhañ en distro!


Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.


hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc'h ha ra varno! Lakaet hoc'h eus ac'hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c'hleze en o dorn evit hol lazhañ.


o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,


An AOTROU en deus lavaret deoc'h, nemorant eus Juda: N'it ket d'an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc'h hiziv.


Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.


met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantañ, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazañ o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?


Ha re nebeut a dra eo ez pefe hol lakaet da vont er-maez eus ur vro a zever gant laezh ha mel, evit hol lakaat da vervel er gouelec'h-mañ, ma fell dit hor mestroniañ ivez?


Ar bobl a dabutas gant Moizez, hag e komzjont o lavarout: Perak eta n'omp ket marvet pa varvas hor breudeur dirak an AOTROU?


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt,


Ho pugale vihan, hoc'h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh enni, hag ho mibien n'anavezont ket hiziv ar pezh a zo mat pe fall, int eo ar re a yelo enni, dezho e roin anezhi, int a berc'henno anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan