Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 14:2
31 Iomraidhean Croise  

Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


Perak n'on ket marvet adal kof va mamm? O tont eus e ziabarzh, perak ne'm eus ket tennet va huanad diwezhañ?


Disprizout a rejont an douar a zudi, ne gredjont ket d'e gomz,


grozmolat a rejont en o deltennoù, ne selaoujont ket mouezh an AOTROU.


Soñj en deus bet en o c'heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.


Hag e lavarjont da Voizez: Ha ne oa ket bezioù en Ejipt, ma ec'h eus degaset ac'hanomp da vervel er gouelec'h-mañ? Petra ac'h eus graet deomp d'hol lakaat da vont kuit eus an Ejipt?


Ar bobl a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Petra a evimp?


Ar bobl he doe sec'hed el lec'h-se dre vank dour hag a c'hrozmolas a-enep Moizez o lavarout: Perak ec'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit hol lakaat da vervel gant ar sec'hed, me ha va mibien ha va loened?


Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.


Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.


Soñj a zeu deomp eus ar pesked a zebremp en Ejipt evit netra, ar c'hokombrez, an avaloù-sukrin, ar pour, an ognon hag ar c'hignen.


An holl vodadenn a savas o mouezhioù hag a laoskas kriadennoù, hag ar bobl a ouelas en noz-se.


an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,


Ha re nebeut a dra eo ez pefe hol lakaet da vont er-maez eus ur vro a zever gant laezh ha mel, evit hol lakaat da vervel er gouelec'h-mañ, ma fell dit hor mestroniañ ivez?


An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!


Moizez a gomzas da vibien Israel, hag o holl briñsed a roas dezhañ ur wialenn, pep priñs a roas unan evit ti e dadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn. Gwialenn Aaron a oa e-touez ar gwialennoù.


Ne oa ket a zour evit ar vodadenn, hag en em savjont a-enep Moizez hag a-enep Aaron.


Ar bobl a dabutas gant Moizez, hag e komzjont o lavarout: Perak eta n'omp ket marvet pa varvas hor breudeur dirak an AOTROU?


Perak hoc'h eus lakaet pobl an AOTROU da zont er gouelec'h-mañ, evit ma varvimp e-barzh, ni hag hol loened?


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.


Grozmolet hoc'h eus en ho teltennoù o lavarout: Dre ma kasae an AOTROU ac'hanomp eo en deus hol lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit hol lezel etre daouarn an Amoreaned d'hon distrujañ.


Pa gasas an AOTROU ac'hanoc'h eus Kadesh-Barnea en ur lavarout: Pignit ha dalc'hit ar vro am eus roet deoc'h, hoc'h eus disentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU ho Toue, n'hoc'h eus ket kredet anezhañ na sentet ouzh e vouezh.


Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez?


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan