Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 12:8
39 Iomraidhean Croise  

Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


Va genoù a zisklêrio komzoù fur, soñjoù va c'halon a zo leun a skiant.


Son ar shofar a yae en ur greskiñ muioc'h-mui. Moizez a gomze ha Doue a responte dezhañ dre ur vouezh.


Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d'an nec'h en neñvoù, a zo d'an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;


Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d'ar c'hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.


An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.


Hag e tennin va dorn kuit, hag em gweli a-dreñv, met va dremm ne weli ket.


Aaron hag holl vibien Israel a welas Moizez ha setu, kroc'hen e zremm a lugerne, hag o doa aon o tostaat outañ.


evit kompren ar c'hrennlavarioù hag o zalvoudegezhioù, komzoù ar re fur hag o c'hevrinoù don.


Ouzh piv ec'h hañvalot Doue? Gant peseurt heñveledigezh e keñveriot anezhañ?


Ouzh piv va hañvalot ha da biv em lakaiot kevatal? Ouzh piv va c'heñveriot, evit ma vijemp heñvel?


Mab an den, kinnig un divinadell, lavar ur barabolenn da di Israel.


Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.


hag e lavarint-se da annezidi ar vro-mañ. Klevet o deus lavarout penaos out, o AOTROU, e-kreiz ar bobl-mañ, penaos en em ziskouezez lagad ouzh lagad, o AOTROU, penaos da goabrenn en em zalc'h a-us dezho, penaos e kerzhez a-raok dezho en ur golonenn a goabrenn e-pad an deiz hag en ur golonenn a dan e-pad an noz.


Pa'z ae Moizez e-barzh teltenn an engalv evit komz, e kleve ur vouezh o komz outañ dreist al lec'h-a-drugarez a oa war arc'h an Testeni, a-douez an daou cherubin. Hag e komze gantañ.


evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.


Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec’h anavezan en un doare diglok, met neuze ec’h anavezin-tre, evel ma’z on bet anavezet-tre.


Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,


N'eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhañ an AOTROU dremm ouzh dremm,


Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoù, peogwir n'hoc'h eus gwelet skeudenn ebet e deiz ma komzas an AOTROU ouzhoc'h en Horeb a-greiz an tan,


Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d'an nec'h en neñvoù, a zo d'an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;


Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c’hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c’hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan