An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.
Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d'ar c'hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.