Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mari hag Aaron a gomzas a-enep Moizez diwar-benn ar wreg etiopiat en doa kemeret, rak kemeret en doa ur wreg etiopiat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 12:1
19 Iomraidhean Croise  

hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.


Va mestr en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg da'm mab e-touez merc'hed Kanaan, er vro m'emaon o chom enni,


Rebeka a lavaras da Izaak: Dic'hoantaet on eus ar vuhez abalamour da verc'hed Hed. Mar kemer Jakob e-touez merc'hed Hed, e-touez merc'hed ar vro, ur wreg evel ar re-se, da betra e servij din ar vuhez?


Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak hag a roas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniñ bro Ejipt.


Aberzhour Madian en doa seizh merc'h; int a zeuas da dennañ dour ha da leuniañ al laouerioù evit dourañ tropell o zad.


Moizez a fellas dezhañ chom gant an den-se, a roas da Voizez Sefora e verc'h da wreg.


Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.


Ne gemero nag un intañvez, nag ur wreg kaset kuit gant hec’h ozhac’h, nag ur wreg disakret pe aet da c’hast, met e kemero evel gwreg ur werc’hez a-douez e bobl.


an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,


hag en em savjont a-enep Moizez gant daou c'hant hag hanter-kant den eus mibien Israel, eus priñsed ar vodadenn a veze galvet d'ar c'huzul, tud a vrud.


Anv gwreg Amram a oa Jokebed merc'h Levi; ganet eo bet da Levi en Ejipt, hag hi a c'hanas da Amram: Aaron, Moizez, Mari o c'hoar.


hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.


Met e respontas d’an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur?


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ.


Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan