Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar bobl en em stlabeze evit e zastum, hag e pile anezhañ gant mein-milin pe en frike en ur mortez, hag en poazhe en ur chaodouron evit ober gwestell gantañ; e vlaz a oa heñvel ouzh hini eoul fresk.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 11:8
9 Iomraidhean Croise  

Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh.


Hag eñ a respontas: Kement-se eo en deus lavaret an AOTROU: Warc’hoazh emañ diskuizh ar sabad santelaet evit an AOTROU . Lakait da boazhañ ar pezh hoc'h eus da lakaat da boazhañ, lakait da virviñ ar pezh hoc'h eus da lakaat da virviñ, ha dastumit an nemorant evit e virout betek ar beure.


Ti Israel a c'halvas kement-se mann. Bez' e oa evel had koriandrez, gwenn, hag e doa ur blaz a vignez gant mel.


Ar mann a oa evel had koriandrez, e liv evel liv ar bdelliom.


Pa gouezhe ar c'hlizhenn d'an noz war ar c'hamp, ar mann a gouezhe warnañ.


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


Hon tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro, hervez ma’z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan