Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 11:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar mann a oa evel had koriandrez, e liv evel liv ar bdelliom.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 11:7
7 Iomraidhean Croise  

Aour ar vro-se a zo mat, eno e vez kavet ar bdeliom hag ar maen-oniks.


Hag eñ a respontas: Kement-se eo en deus lavaret an AOTROU: Warc’hoazh emañ diskuizh ar sabad santelaet evit an AOTROU . Lakait da boazhañ ar pezh hoc'h eus da lakaat da boazhañ, lakait da virviñ ar pezh hoc'h eus da lakaat da virviñ, ha dastumit an nemorant evit e virout betek ar beure.


Ti Israel a c'halvas kement-se mann. Bez' e oa evel had koriandrez, gwenn, hag e doa ur blaz a vignez gant mel.


Ar bobl en em stlabeze evit e zastum, hag e pile anezhañ gant mein-milin pe en frike en ur mortez, hag en poazhe en ur chaodouron evit ober gwestell gantañ; e vlaz a oa heñvel ouzh hini eoul fresk.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan