Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Pa'z eot d'ar brezel en ho pro a-enep an enebourien a stourmo ouzhoc'h, e sonot a-strak an trompilhoù hag e vo soñj ac'hanoc'h dirak an AOTROU ho Toue, hag e viot dieubet eus hoc'h enebourien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 10:9
34 Iomraidhean Croise  

Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp, en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoù tregernus, evit tregerniñ a-enep deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoù, rak ne reot ket berzh.


Re Juda a sellas eta, ha setu, o doa an emgann en a-raok hag en a-dreñv. Hag e krijont d'an AOTROU, hag an aberzhourien a sonas an trompilhoù.


AOTROU, az pez soñj ac'hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,


o enebourien o gwaskas, hag e voent dismegañset didan o dorn.


An hini en deus bet soñj ac'hanomp pa oamp izelaet, rak e drugarez a bad da viken,


C'hwi holl dud ar bed, ha c'hwi annezerien an douar, sellit ouzh ar banniel savet war ar menezioù, selaouit an drompilh o seniñ.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Va c'hof! Va c’hof! Poan am eus en diabarzh va c'halon! Va c'halon a lamm, ne c'hellan ket tevel, rak o va ene, klevet ec'h eus son ar shofar, kri ar brezel.


Betek pegeit e welin ar banniel, hag e klevin son ar shofar?


Disklêriit e Juda hag embannit e Jeruzalem, sonit ar shofar er vro, youc'hit a vouezh kreñv, lavarit: En em zastumit hag eomp d'ar c'hêrioù kreñv!


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.


Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.


Lakaet em eus warnoc'h gedourien a lavar: Selaouit ouzh son ar shofar. Met lavarout a reont: Ne selaouimp ket.


Seniñ a ra an drompilh ha pep tra a zo prest, met den ne gerzh d'an emgann, rak emañ va c'hounnar war o holl engroez.


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


un deiz a shofaroù hag a c'halv-diwall a-enep ar c'hêrioù kreñv hag an tourioù uhel.


Moizez a gasas anezho d'ar brezel, mil dre veuriad, ha ganto Fineaz mab Eleazar an aberzhour, d'ar brezel gant an traoù santel hag an trompilhoù tregernus en e zaouarn.


Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d’ar brezel?


Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc'h egedout, na'z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eñ hag en deus graet dit pignat eus bro Ejipt.


Pa sonint pell gant ar c'horn tourz, adalek ma klevot son ar shofar, an holl bobl a laosko kriadennoù bras, ha neuze moger kêr a gouezho anezhi hec'h-unan, hag ar bobl a bigno, pep hini dirazañ.


eus ar Sidoniz, eus an Amalekited, eus ar Vaoniz? Ha pa hoc'h eus kriet etrezek ennon, em eus ho tieubet eus o daouarn.


Er bloaz-se e waskjont hag e vac'hjont mibien Israel, hag e-pad triwec'h vloaz holl vibien Israel a oa en tu all d'ar Jordan, e bro an Amoreaned a zo e Galaad.


Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.


Adalek ma voe erru, e sonas gant ar shofar er menez Efraim. Mibien Israel a ziskennas gantañ eus ar menez, hag eñ en o fenn.


Spered an AOTROU a wiskas Gedeon, hag e sonas gant ar shofar; hag e teuas an Abiezeriz war e lerc'h.


dieubet em eus ac'hanoc'h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn ar re holl ho mac'he, o c'haset em eus kuit dirazoc'h, roet em eus deoc'h o bro,


hag a lavaras da vibien Israel: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lakaet em eus Israel da bignat eus an Ejipt, dieubet em eus anezho eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn an holl rouantelezhioù a oa ouzh ho kwaskañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan