Ar re-se a voe mibien Levi hervez tiez o zadoù, ar pennoù-tadoù hervez o niveradur dre anv, niveret dre benn. Labourat a raent e servij ti an AOTROU , adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h.
Pa'z aio kuit an tabernakl, al Levited a zisavo anezhañ, ha pa gampo an tabernakl, al Levited a savo anezhañ. Mar tosta outañ un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.
Goude-se e yelo kuit teltenn an engalv gant kamp al Levited, er c'hreiz eus ar c'hampoù all. Mont a raint kuit evel m'o devo kampet, pep hini en e lec'h hag e-kichen e vanniel.