Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Mibien Israel a yeas kuit eus gouelec'h Sinai evit o c'herzhadeg. Ar c'hoabrenn a chomas a-sav e gouelec'h Paran.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 10:12
22 Iomraidhean Croise  

hag an Horianed war o Menez Seir betek El Paran d'ar gouelec'h.


Chom a reas e gouelec'h Paran hag e vamm a gemeras dezhañ ur wreg eus bro Ejipt.


Pa voent aet eus Madian, e teujont da Baran, hag e kemerjont ganto tud Paran, hag en em dennjont d'an Ejipt, da gavout Faraon roue an Ejipt, a roas dezhañ un ti, a verkas dezhañ peadra de vevañ, hag a roas dezhañ ivez un douar.


Mont a rejont kuit eus Sukkod hag e kampjont en Etam, e penn ar gouelec'h.


Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran.  Ehan  E Veurded a c'holo an neñvoù, hag e veuleudi a leugn an douar.


An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:


Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh.


Ha goude-se ar bobl a yeas kuit eus Hazerod, hag e kampjont e gouelec'h Paran.


O vezañ erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e gouelec'h Paran, e Kadesh, da rentañ kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro.


Moizez o c'hasas eus gouelec'h Paran, hervez gourc'hemenn an AOTROU; an holl dud-se a oa pennoù mibien Israel.


Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Kampañ a rejont e-kichen o bannieloù, hag ez ejont pep hini hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù.


An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, d'an eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, er miz kentañ, o lavarout:


Pa save ar goabrenn a-ziwar an deltenn, mibien Israel a yae kuit; e-lec'h ma chome ar goabrenn, eno e kampe mibien Israel.


Hag e rejont ar Pask er miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e gouelec'h Sinai. Mibien Israel a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Setu ar c'homzoù a lavaras Moizez da Israel a-bezh, en tu-mañ d'ar Jordan, er gouelec'h, er blaenenn a-dal da Suf, etre Paran, Tofel, Laban, Hazerod ha Di-Zahab.


Aet omp kuit eus Horeb ha kerzhet hon eus dre holl er gouelec'h bras hag euzhus-se, war-zu menez an Amoreaned, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU hon Doue deomp, ha deuet omp betek Kadesh-Barnea.


Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec'hioù tro-dro, d'ar blaenenn, d'ar menez, d'an draonienn, d'ar c'hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d'al Liban betek ar stêr vras, ar stêr Efratez.


Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoù santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.


Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan