Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 10:10
34 Iomraidhean Croise  

Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


Shebania, Jozafad, Netanael, Amasai, Zakaria, Benaja hag Eliezer, aberzhourien, a sone gant an trompilhoù dirak arc'h Doue. Obed-Edom ha Jekija a oa porzhierien evit an arc'h.


Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.


ganto e oa Heman ha Jedutun, gant trompilhoù ha simbalennoù evit ar re a lakae anezho da seniñ, ha gant binvioù evit Doue; mibien Jedutun a oa porzhierien.


Al Levited eta en em zalc'has eno gant binvioù David, hag an aberzhourien gant an trompilhoù.


Hag an holl vodadenn a stouas, ar ganenn a voe kanet, hag an trompilhoù a sonas, betek ma voe echu al loskaberzh.


An aberzhourien en em zalc'he en o c'harg, kenkoulz hag al Levited gant binvioù an AOTROU en doa graet ar roue David evit meuliñ an AOTROU, pa veule David drezo, o lavarout: Rak e drugarez a bad da viken!. An aberzhourien ivez a sone trompilhoù dirazo, hag holl Israel en em zalc'he en o sav.


Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


ha mibien an aberzhourien gant trompilhoù: Zakaria mab Jonatan, mab Shemaja, mab Matania, mab Mikaja, mab Zakkur, mab Azaf,


Meulit eñ e-kreiz son an drompilh! Meulit eñ gant al lourenn hag an delenn!


Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!


Sonit gant ar shofar evit al loar nevez, evit al loargann, evit deiz hor gouel!


Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.


Evel-se Aaron a zougo anvioù mibien Israel war gwisk-bruched ar varn, war e galon, pa'z aio el lec'h santel, evel un eñvor dirak an AOTROU , dalc'hmat.


Degemer a ri digant mibien Israel arc'hant an dic'haou hag e lakai anezhañ e servij teltenn an engalv. Hag e vo evit mibien Israel un eñvor dirak an AOTROU , evit ober an dic'haou evit hoc'h eneoù.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.


Pa'z eot d'ar brezel en ho pro a-enep an enebourien a stourmo ouzhoc'h, e sonot a-strak an trompilhoù hag e vo soñj ac'hanoc'h dirak an AOTROU ho Toue, hag e viot dieubet eus hoc'h enebourien.


E penn-kentañ ho mizioù, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,


D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. Bez' e vo sonet an trompilhoù d'an deiz-se.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.


en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d’an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet.


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.


neuze e respontot dezho: Doureier ar Jordan a voe rannet dirak arc'h emglev an AOTROU pa dremenas ar Jordan; doureier ar Jordan a voe rannet, hag ar vein-se a zo evit mibien Israel un eñvor da viken.


Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan