Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 1:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Al Levited a gampo en-dro da dabernakl an Testeni evit na vo ket fulor a-enep bodadenn mibien Israel, hag al Levited o devo an diwall eus tabernakl an Testeni.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 1:53
26 Iomraidhean Croise  

kemer a raent preder gant teltenn an engalv, gant al lec'h santel, gant mibien Aaron o breudeur, evit servij ti an AOTROU .


Evidomp-ni, an AOTROU eo hon Doue, ha n'hon eus ket e zilezet. An aberzhourien a ra servij an AOTROU a zo mibien Aaron, hag al Levited a zo gant o labour,


o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar e vibien: Na zizoloit ket ho pennoù ha na rogit ket ho tilhad, gant aon na varvfec’h ha na teufe fulor a-enep an holl vodadenn. Ra ouelo ho preudeur, holl di Israel, abalamour d’an entanadur en deus enaouet an AOTROU.


Ro d'al Levited karg tabernakl an Testeni gant e holl draoù ha kement a zo dezhañ. Int eo a zougo an tabernakl hag e holl draoù, hag a raio ar servij anezhañ; hag e kampint en-dro d'an tabernakl.


Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Evel-se e rejont.


Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.


Ha re nebeut a dra eo evidoc'h en defe ho tibabet Doue Israel a-douez bodadenn Israel en ur lakaat ac'hanoc'h da dostaat outañ, evit ober servij tabernakl an AOTROU hag evit en em zerc'hel dirak ar vodadenn da servijañ anezhi?


Moizez a lakaas ar gwialennoù dirak an AOTROU e teltenn an Testeni.


Goude-se e yelo kuit teltenn an engalv gant kamp al Levited, er c'hreiz eus ar c'hampoù all. Mont a raint kuit evel m'o devo kampet, pep hini en e lec'h hag e-kichen e vanniel.


Tiegezhioù ar C'hershonited a gampe a-dreñv an tabernakl, war-zu ar c'huzh-heol.


Tiegezhioù mibien Kehad a gampe war gostez an tabernakl war-zu ar c'hreisteiz.


Penn ti tadel ar Verarited a oa Zuriel mab Abihail. Kampañ a raent war gostez an tabernakl war-zu an hanternoz.


Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv.


Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.


Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeras Moizez unan diwar hanter-kant, diwar an dud ha diwar al loened, hag e roas anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Roet em eus al Levited da Aaron ha d'e vibien, evel ur roadenn a-douez mibien Israel, evit ober servij mibien Israel e teltenn an engalv hag evit ober dic'haou evit mibien Israel, ma ne vo gouli ebet e-touez mibien Israel pa dostaint ouzh ar santual.


prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.


Hogen an AOTROU a skoas war dud Bet-Shemesh, dre m'o doa sellet ouzh arc'h an AOTROU . Hag e skoas e-touez ar bobl war hanter-kant mil dek den ha tri-ugent. Ar bobl a reas kañv, dre m'en doa skoet an AOTROU warno gant ur gouli bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan