Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Nehemia 13:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Hag e kêr e oa Tiriz a zegase pesked hag a bep seurt marc’hadourezh, hag o gwerzhe d'ar sabad da vibien Juda e Jeruzalem.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Nehemia 13:16
5 Iomraidhean Croise  

En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.


Hag e c'hourdrouzis pennoù Juda o lavarout: Pebezh droug a rit, o tisakrañ evel-se deiz ar sabad?


met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,


E-pad c'hwec'h devezh e ri da labour. Met d'ar seizhvet deiz e tiskuizhi, abalamour da'z ejen ha da'z azen da ziskuizhañ, ha ma kemero nerzh mab da vatezh hag an diavaeziad.


met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù, evit ma tiskuizho da servijer ha da vatezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan