Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Nehemia 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Nehemia 1:3
33 Iomraidhean Croise  

me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras ar mogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.


Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem; hec'h holl balezioù a voe devet dre an tan, hag hec'h holl draoù prizius a voe distrujet.


Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.


Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.


Mont a ris eta d'an noz dre zor an Draonienn, hag ez is war-zu feunteun an Aerouant ha dor an Teil, en ur sellout ouzh mogerioù Jeruzalem a oa diskaret hag ouzh he dorojoù bet devet dre an tan.


Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.


hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?


Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,


Bet omp en dismegañs d'hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.


An den n'eo ket mestr dezhañ e-unan, a zo evel ur gêr freuzet ha divoger.


setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegañs.


Bremañ eta e teskin deoc'h ar pezh a fell din ober da'm gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac'het,


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.


Pignit war he mogerioù ha diskarit anezho, met na gasit ket an distruj da benn, lamit ar brankoù-se rak n'int ket d'an AOTROU.


Hag holl arme ar Galdeiz, a oa gant penn ar warded, a ziskaras an holl vogerioù a oa en-dro da Jeruzalem.


En deizioù he glac'har hag he c'hantreadeg, Jeruzalem he deus bet soñj eus an holl draoù plijus he doa bet adalek an deizioù kozh. Pa'z eo kouezhet he fobl dre zorn an enebour, ne voe den ebet d'he sikour. Hec'h enebourien o deus he gwelet, hag o deus graet goap eus he deizioù sabad.


He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.


AOTROU, klevet ec'h eus o dismegañs hag o holl iriennoù a-enep din,


Az pez soñj, AOTROU, eus ar pezh a zo erruet ganeomp, sell ha gwel hon dismegañs.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan