Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Nahum 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Da briñsed a zo evel kilheien-raden, ha da bennoù evel ur goabrennad kilheien-raden, en em laka war ar girzhier en amzer yen; pa sav an heol e tec'hont kuit, ha n'anavezer ken al lec'h m'emaint.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Nahum 3:17
4 Iomraidhean Croise  

Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.


Diavaezidi, ar spontusañ eus ar broadoù, o deus he zroc'het hag he zaolet kuit. He skourroù a zo kouezhet war ar menezioù hag en holl draoniennoù, hag he skoultrigoù a zo bet torret en holl stêrioù ar vro. Holl bobloù an douar o deus en em dennet eus he skeud hag o deus he dilezet.


Skrapit an arc'hant! Skrapit an aour! Rak n'eus diwezh ebet d'ar pinvidigezhioù, ur fonnusted a bep seurt traoù prizius


Ar c’hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez’ e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan