Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn.
Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
An Aotrou AOTROU a ziskouezas din kement-mañ: Setu e stumme kilheien-raden er c'houlz ma en em lakae ar geot diwezhañ da greskiñ; ar geot diwezhañ a oa goude foennerezh ar roue.
Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.