hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezañ trugarezus ha gwirion e-keñver va mestr! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr.
Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.
Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.