Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.
Ha gant ar peurrest e ra un doue, e skeudenn gizellet, hag e stou dirazi, ec'h azeul anezhi, e ped anezhi en ur lavarout: Dieub ac'hanon, rak va doue out.
Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.