Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 5:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

45 evit ma veot bugale ho Tad pehini a zo en envou; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vad, hag a ra d’ar glao kweza var ar re just ha var ar re injust.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

45 Aveid ma vehèh bugalé hou Tad péhani e zou én Nean, rag ean e ra d’en hiaul de seüel arh ré fall hag arh ré vad; hag e ra d’er glàu gouéhel arh ré divlam hag arh ré distruhé.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 5:45
10 Iomraidhean Croise  

Hag e c'hell bezañ niveret e armeoù? War biv ne sav ket e sklêrijenn?


An AOTROU a zo mat evit an holl, hag e druez a zo ouzh e holl oberennoù.


Ne lavaront ket en o c'halon: Doujomp eta an AOTROU hon Doue, eñ hag a ro glav ar c'hentañ hag an diwezhañ amzer, hag a vir evidomp ar sizhunioù merket evit an eost.


Eürus ar re a zegas ar peoc’h, rak bugale Doue e vint galvet!


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Dre gement-mañ ec’h anavezo an holl ez oc’h va diskibien, ma hoc’h eus karantez an eil evit egile.


petra bennak ma n’en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc’h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c’halonoù a vadoù hag a levenez.


Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,


evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,


Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan