Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 27:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

51 Er memeus amzer ar voal euz an templ en em rogaz en daou hanter, adaleg an neac’h beteg an traoun, an douar a grenaz, hag ar rec’hier a fraillaz,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

51 Ha chetu er gouil ag en Ty‐Doué e ringuas é deu dam ag el lein bed en dias, en douar e greinas, er rihiér e feutas.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 27:51
26 Iomraidhean Croise  

Ober a reas ar ouel gant limestra, tane, ruz-bev, ha lin fin, hag e skeudennas warni cherubined.


Stlepel a reas e viroù hag e stlabezas anezho, teurel a reas luc'hed niverus hag e tisparfoeltras anezho.


em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.


Degas a reas an arc'h en tabernakl, hag e lakaas ar ouel a zisparti evit goleiñ arc'h an Testeni, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Hag e lamo kuit, war ar menez-mañ, ar ouel a c'holo dremm an holl bobloù, ar c'holoenn astennet war an holl vroadoù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Ar menezioù a wel ac'hanout hag a gren. Froudoù herrus en em daol d'an traoñ, an donder a laka e vouezh da dregerniñ, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h.


Mont a rez er-maez evit dieubiñ da bobl, evit dieubiñ da olevad. Bruzunañ a rez lein ti an den fallakr, e zistrujañ a rez traoñ ha krec'h.  Ehan


Pa yelo ar c'hamp kuit, Aaron hag e vibien a zeuio da ziskenn ar ouel-warez, hag e c'holoint ganti arc'h an Testeni;


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.


Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.


Gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ.


An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.


Ar c’hantener, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.


Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,


En tu all d’an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,


D’an eur-se e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c’hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.


Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan