Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 27:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ar gouarnour en doa ar c’hiz, d’ar gouel-mañ, da leuskel d’ar bobl an hini eus ar brizonidi a c’houlennent.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hogen, ar gouarner hen doa ar c’hustum, bep gwech ma teue gouel Pask, da leuskel d’ar bobl unan euz ar brizonierien, an hini a c’hoantaent kaoud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

15 Mæs er gustum oé de ouil Vasq ma rezé er goarnour é zistac d’en hani ag er brisonerion e venné d’en dud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 27:15
11 Iomraidhean Croise  

Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.


Bez’ e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c’halved Barabbaz.


Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.


Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.


Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d’ar marv ha laosk deomp Barabbaz.


met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.


Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.


Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.


Met, o c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan