Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 25:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Hag ar re-mañ a yelo er c’hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

46 Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

46 Hag er ré‐men e yei quit ér malloh padus de virhuiquin, mæs er ré divlam e yei ér vuhé padus de virhuiquin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 25:46
34 Iomraidhean Croise  

Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.


Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c’hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d’ar re a zo amañ tremen aze ne c’hellfent ket, kennebeut ha d’ar re a zo aze dont d’hor c’havout-ni.


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn.


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.


Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas.


hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.


Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud,


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan