Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 25:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dre ma hoc’h euz great kement‐se da unan euz ar re vihana‐man euz va breudeur, hoc’h euz hen great d’in‐me va‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

40 Hag er Roué e larou dehai: E guirioné e laran d’oh: dré ma hui e hoès groeit quement‐cé de unan ag er ré vihanan‐men a me vredér, hui e hoès groeit quement‐cé d’eign‐mé.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 25:40
42 Iomraidhean Croise  

Neuze e lavaras David: Ha ne van eta den eus ti Saül, evit ma rin vad dezhañ abalamour da Jonatan?


David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Greomp, mar plij, ur gambr uhel vihan, ha lakaomp enni ur gwele, un daol, ur gador hag ur c'hantolor. Pa zeuio d'hon ti, en em denno eno.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.


Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.


An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.


Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.


Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da’z kavout?


Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma n’hoc’h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n’hoc’h eus ket graet an dra-se din.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.


Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.


Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


dre ma’z omp an izili eus e gorf, eus e c’hig hag eus e eskern.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c’hellfe karout Doue na wel ket?


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan