Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 25:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 en noazh e oan ha va gwisket hoc’h eus; klañv e oan ha deuet oc’h da’m gwelout; er prizon e oan ha deuet oc’h da’m c’havout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 noaz e oann, ha c’houi hoc’h euz va gwisket; klanv e oann, hag hoc’h euz va bizitet; er prizon e oann, hag ez oc’h deuet d’am gwelet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

36 Nuéh e oén, ha hui e hoès me gusquet; clan e oén, ha hui e zou deit d’em guélet; ér rangenneu e oén dalhet, ha hui e zou deit d’em gavouèt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 25:36
17 Iomraidhean Croise  

rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.


na wallgas den, na gemer ket a c'houestl, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,


na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,


N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.


Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec’hed hag hon eus roet dit da evañ?


diavaeziad on bet ha n’hoc’h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n’hoc’h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n’oc’h ket deuet da’m gwelout.


Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra.


Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.


Rak bet hoc’h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc’h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc’h ho madoù, o c’houzout penaos ez eus evidoc’h en neñvoù madoù gwelloc’h ha peurbadus.


Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan