Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 25:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Rak naon am eus bet ha roet hoc’h eus din da zebriñ; sec’hed am eus bet ha roet hoc’h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc’h eus;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 rag naoun am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da zibri d’in; sec’hed am euz bet, ha c’houi hoc’h euz roet da eva d’in; estranjour oun bet, ha c’houi hoc’h euz va digemeret;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

35 Rac nan e m’ès bet, ha hui e hoès reit t’eign de zaibrein; séhet e m’ès bet, ha hui e hoès reit t’eign de ivein: hemp ty e oén, ha hui e hoès mé digueméret;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 25:35
52 Iomraidhean Croise  

na wallgas den, na gemer ket a c'houestl, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,


na wallgas den, a ro d'an dleour e c'houestl en-dro, na ra ket a laeroñsi, a ro e vara d'an ezhommeg, a c'holo gant un dilhad an hini a zo en noazh,


Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.


mar en deus tremenet an diavaeziad an noz er-maez, mar n'em eus ket digoret va dor d'ar beajour,


Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec’hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec’h eus laouenaet kalonoù ar sent.


he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.


An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.


Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h.


Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.


An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.


hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.


Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.


Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.


Roit kentoc’h aluzenoù eus ar pezh hoc’h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc’h.


Rak c’hwi ho po atav peorien ganeoc’h ha bep gwech ma c’hoantaot e c’hellot ober vat dezho, met n’ho po ket atav ac’hanon.


Rak c’hwi ho po bepred peorien ganeoc’h, met n’ho po ket atav ac’hanon.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


Mar en deus naon da enebour, ro dezhañ bara da zebriñ, ha mar en deus sec'hed, ro dezhañ dour da evañ,


Al lagad madoberus a vo benniget, dre m'en devo roet eus e vara d'ar paour.


An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


An hini a zispriz e nesañ a ra ur pec'hed, met an hini en deus truez ouzh ar re c'hlac'haret a zo eürus.


Mont a reas da gerc'hat, met eñ a c'halvas anezhi hag a lavaras: Mar plij, kemer ez torn un tamm bara evidon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan