Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 25:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An hini n’en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec’h na’c’h eus ket hadet hag a zastum e-lec’h na’c’h eus ket strewet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Mes an hini n’hen doa bet nemed eun talant, a zeuaz hag a lavaraz: Aotrou, gouzoud a rean penaos ez oud eun den criz, hag a vêd eleac’h n’ec’h euz ket hadet, hag a zastum eleac’h n’ec’h euz ket skulliet;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Mæs en hani en doé digueméret un taland hemb quin e zas ehué hag e laras: Eutru, gout e hran penaus é oh un dén didruhé péhani e véd é léh é péhani ne hoès chet hadet, ha péhani e tastum é léh ne hoès chet streàuet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 25:24
18 Iomraidhean Croise  

Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?


P’en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant.


o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n’o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec’h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.


hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit.


Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec’h na’m eus ket hadet hag e tastuman e-lec’h na’m eus ket strewet,


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.


O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.


Perak eta e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?


rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.


Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan