Mazhev 22:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.
4 Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe: Livirit d’ar re a zo pedet: Va lein em euz preparet: va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest; deuit d’an eured.
4 Ean e gassas hoah méhuélion arall eit laret tehai: Campenet e mès ur prèd, lahet e mès en éhein, hag er péh em boé laqueit de lardein; daré‐é ol en treu, deit d’en æréd.
N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.