Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d’ar re a zo heñvel outo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Jesus ag é dû e laras tehai: Lausquet er vugalégueu‐zé de zonnet, ha ne viret quet doh‐t‐hai a dostat t’eign, rac Ranteleah en Nean e zou d’er ré haval doh‐t‐hai.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 19:14
18 Iomraidhean Croise  

Abraham a amdroc'has Izaak e vab d'an oad a eizh deiz, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.


Lakaat a reas e zaouarn warno hag ez eas kuit ac’hano.


Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d’ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!


Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!


Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


met lavaret en deus din: Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; diwar-vremañ, diwall a evañ gwin hag evaj kreñv, hag a zebriñ traoù dic'hlan, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof betek deiz e varv.


Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.


Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU , ha ma chomo eno da viken.


Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh.


Samuel a servije dirak an AOTROU , ar bugel a oa gourizet gant un efod lin.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan