Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 16:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

24 Nezé Jesus e laras d’é zisciplèd: En n’emb e venne me héli, e zeli nahein anehou é unan, dougue é groéz ha donnet arh me lerh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 16:24
18 Iomraidhean Croise  

An neb na gemer ket e groaz ha na’m heuilh ket n’eo ket dellezek ac’hanon.


Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.


Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.


Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.


O c’hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl.


Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.


O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.


Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan