Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Enno eo peurc’hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C’hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C’hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Evel‐se eo accomplisset enhe profesi Izaias pehini a lavar: C’houi a glevo gant ho tiou‐skouarn, ha na gomprenfot ket; o velet e velfot ha na ziferansfot ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 El‐cé é ma bet laquet de vout guir er diougan Izaias péhani e laras: Dré cheleuein, hui e gleuou, ha hui ne houyou quet; ha dré sellein, hui e sellou, ha hui ne huélou quet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 13:14
11 Iomraidhean Croise  

Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


evit o welout e welont ha n’anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec’hedoù.


Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.


Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget?


Met o c’hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c’hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n’eo lamet nemet e Krist.


Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan