Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 10:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

36 Ha méhuelion en dén e vou é énébourion.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 10:36
14 Iomraidhean Croise  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.


Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.


Rak n'eo ket un enebour a zismegañs ac'hanon, me a c'hellfe en gouzañv, va enebour n'eo ket an hini a gasae ac'hanon, me a guzhfe pell dioutañ,


Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.


Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus ez keñver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc'h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c'hwek ouzhit.


Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!


Rak ar mab a zizenor e dad, ar verc'h en em sav a-enep he mamm, ar verc'h-kaer a-enep he mamm-gaer, ha pep hini en deus da enebourien tud e di.


Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.


Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.


Ha pa glevas Eliab e vreur henañ e komze d'an dud-se, kounnar Eliab a entanas a-enep David, hag e lavaras: Perak ez out diskennet? Gant piv ec'h eus lezet an nebeud deñved-se er gouelec'h? Anavezout a ran da lorc'h ha drougiezh da galon. Diskennet out evit gwelout an emgann.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan