Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Mazhev 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

25 Er hoalh é d’en disciple bout él é guélener ha d’er méhuel bout él é eutru. Mar ind ou dès galhuet pen en tiagueah Belzebuth, péguement muioh tud é dy?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Mazhev 10:25
13 Iomraidhean Croise  

Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.


Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.


Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.


Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.


Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec’h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,


Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc’het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.


Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.


Mar d’eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled?


Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.


Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?


Ar bobl a respontas: Un diaoul ac’h eus. Piv a glask lakaat ac’hanout d’ar marv?


Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?


Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan