Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Marc 4:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard, pehini, pa vez hadet, a zo ar bihana euz an holl hadou a vez taolet en douar;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Marc 4:31
30 Iomraidhean Croise  

Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?


Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc’h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c’hell laboused an neñv chom dindan he skeud.


An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.


Evel-se ger an Aotrou a greskas hag a greñvaas muioc’h-muiañ.


Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.


Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.


Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.


Muioc’h-muiañ a grederien a oa lakaet a-gresk d’an Aotrou, un niver bras a wazed hag a wragez,


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan