Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Malaki 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioù kozh hag evel er bloavezhioù a-wechall.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Malaki 3:4
22 Iomraidhean Croise  

E-pad ma skoazelle Doue al Levited a zouge arc'h emglev an AOTROU , e voe aberzhet seizh kole ha seizh tourz.


Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU , hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e c'halvas an AOTROU , a respontas dezhañ dre an tan a ziskennas eus an neñv war aoter al loskaberzh.


Salomon a ginnigas eno dirak an AOTROU mil loskaberzh, war an aoter arem a oa dirak teltenn an engalv.


Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi.


An aberzhoù a blij da Zoue eo ur spered bruzunet. O Doue! Ne zisprizez ket ur galon bruzunet ha keuziek.


o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan