Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.
Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.
a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,