Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Malaki 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Malaki 3:15
37 Iomraidhean Croise  

Met Haman en em zalc'has hag a yeas d'ar gêr hag a gasas da gerc'hat e vignoned ha Zeresh e wreg.


E kement-se holl, Job ne bec'has ket, ne rebechas netra da Zoue.


E peoc'h emañ teltennoù al laeron, ar surentez a zo evit ar re a hegas Doue, ar re a ra un doue eus o daouarn.


ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?


Mar distroez d'an Holl-C'halloudeg, e vi adsavet. Pella an direizhder eus da deltenn.


Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


En em reiñ a rejont d'an droukc'hoant er gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.


Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!


rak, o vervel, ne gaso netra gantañ. E c'hloar ne ziskenno ket war e lerc'h.


Ha komz a rit e gwirionez hervez ar reizhder? Mibien an dud, ha barn a rit gant eeunder?


Setu, ar re-se a zo drouk, hag atav eürus, e tastumont pinvidigezhioù.


rak on bet avius ouzh ar re ziskiant, o welout berzh ar re zrouk.


Temptañ a rejont Doue en o c'halon, o c'houlenn boued hervez o c'hoantegezh.


Adarre en em lakajont da demptañ Doue, da atahinañ Sant Israel.


Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù.


ho tadoù o deus va zemptet ha va amprouet, hag e weljont va oberoù.


An hini drouk a c'hoanta ar pezh o deus kemeret ar re fall, met gwrizienn an den reizh a ro frouezh.


Bez' ez eus un avel a erru war an douar: tud reizh ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re fall; hag ez eus ivez tud fall ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re reizh. Lavaret em eus ez eo kement-se ivez un avel.


Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?


ha goude-se e teuit da stouiñ dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, hag e lavarit: Dieubet omp bet, evit ober an holl draoù euzhus-se!


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


D’un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.


Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc’h eus en em glevet etrezoc’h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac’hanout er-maez.


Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.


e-lec’h ho tadoù a demptas ac’hanon, a amprouas ac’hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz.


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan