Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.
Harz da droad da vezañ divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h.
Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.
Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.
Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug.