Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.
Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.
Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heñver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.
Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?