Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 8:53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Int a reas goap anezhañ, oc’h anavezout e oa marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

53 Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 8:53
11 Iomraidhean Croise  

Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!


Bez' ez eus goapaerien en-dro din, va lagad a veilh e-kreiz o dismegañsoù.


Met me a zo ur preñv ha n'on ket un den, dismegañs an dud hag an disprizet eus ar bobl.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac’h yaouank n’eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n’eo ket marv, met kousket a ra.


Met o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav!


Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c’hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c’hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan