Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Rak e kourc’hemenne d’ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc’het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec’hioù distro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den‐ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk‐spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 8:29
9 Iomraidhean Croise  

Rak e lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se!


Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.


Jezuz a c’houlennas outañ: Pe anv ac’h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.


Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.


Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d’an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c’hourdrouzas ar spered hudur, a yac’haas ar bugel hag en roas d’e dad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan