Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag hen a respontaz: Deoc’h‐hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue; mes d’ar re all ne gomzer a gement‐se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 8:10
24 Iomraidhean Croise  

Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.


en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.


N'anavezont ha ne gomprenont netra. Goloet eo o daoulagad ha ne c'hellont ket gwelout, o c'halon ha ne c'hellont ket kompren.


Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.


Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,


evit o welout e welont ha n’anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec’hedoù.


Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c’halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ.


Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan