Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 23:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

56 O vezañ distroet, ec’h aozjont louzoù-frondus ha c’hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d’an deiz sabad, hervez al lezenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

56 Hag o veza distroet var ho c’hiz, e preparjont essanzou ha louzou a c’houez‐vad, hag e kemerjont ho repos deiz ar sabbat, hervez al lezen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 23:56
9 Iomraidhean Croise  

hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.


Mirit eta ar sabad, rak un deiz santel e vo evidoc'h. Ar re a dorro anezhañ a vo lakaet d'ar marv. Mar gra neb ul labour en deiz-se, e vo dilamet a-douez e bobl.


Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d’e valzamañ.


Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d’ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.


met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da ejen, na da azen, nag hini ebet eus da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù, evit ma tiskuizho da servijer ha da vatezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan