Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 2:4
24 Iomraidhean Croise  

Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem.


Evidon-me, pa zistrois eus Paddan, Rachel a varvas em c'hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c'hoazh ur pennad d'ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezhi eno war hent Efrata, a zo Betlehem.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,


Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.


An holl eta a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr e-unan.


evit lakaat e anv gant Mari e wreg, a oa dougerez.


Jezuz a zeuas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c’hiz, er sinagogenn d’an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.


Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c’hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.


Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David?


Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gêr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi?


Ha setu Boaz a zeuas eus Betlehem hag a lavaras d'ar vederien: Ra vo an AOTROU ganeoc'h! Int a respontas: Ra'z pennigo an AOTROU!


An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!


An amezegezed a roas dezhañ un anv, en ur lavarout: Ganet ez eus ur mab da Naomi, hag e c'halvjont anezhañ Obed. Eñ a voe tad Jese, tad David.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?


Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.


Saül a lavaras: Den yaouank, da biv out mab? David a respontas: Me a zo mab da'z servijer Jese eus Betlehem.


Mar goulenn da dad diwar va fenn, e responti: David en deus goulennet ouzhin mont en hast da Vetlehem e gêr, dre ma ra e holl diegezh un aberzh-bloaz eno.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan