Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 19:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hag hen a lavaraz dezhan: Mad, servicher mad; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 19:17
14 Iomraidhean Croise  

Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.


An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.


An hini kentañ a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn.


An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn.


evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.


met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan