Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 18:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

38 Neuze e commansaz da grial: Jesus, Mab David, kemer truez ouzin!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 18:38
14 Iomraidhean Croise  

Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.


Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


An holl bobl a voe souezhet bras hag a lavare: Ha n’eo ket hemañ Mab David?


Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.


Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!


Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.


Ar re a yae a-raok a c’hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c’hoazh kreñvoc’h: Mab David, az pez truez ouzhin!


hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c’hig,


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan