Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 16:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod: rag gwall dourmantet oun e‐kreiz an tan‐man.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 16:24
29 Iomraidhean Croise  

Netra n'en deus tec'het eus e lontegezh, met e eurvad ne bado ket.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.


Ha setu amañ ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant an holl bobloù o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinañ e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloù, hag o zeod a vreino en o genoù.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d’o c’havout, o devo keuz.


Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham.


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.


Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.


met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.


Samuel a lavaras: Perak e c'houlennez kuzul diganin, pa'z eo en em dennet an AOTROU diganit, hag eo deuet da enebour?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan