Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 14:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Met pa vi pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc’h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Mes, pa vezi pedet, kea da azeza er plas diveza, ha pa zeui an hini hen deuz da bedet, e lavaro d’id: Va mignon, sav huelloc’h. Neuze kement‐se a rai henor d’id dirag ar re a vezo ouz taol ganez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 14:10
5 Iomraidhean Croise  

Doujañs an AOTROU a gelenn ar furnez, hag a-raok ar c'hloar emañ an izelegezh.


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan