Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 1:77 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

77 evit reiñ d’e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec’hedoù,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

77 evit rei d’he bobl an anaoudegez euz ar zilvidigez, er remission euz ho fec’hejou,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 1:77
19 Iomraidhean Croise  

Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec’hedoù,


ha pep kig a welo silvidigezh Doue.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.


An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennañ a resev ar pardon eus e bec’hedoù.


Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d’ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc’h, da lavarout eo er C’hrist Jezuz.


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,


Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.


eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec’hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue,


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan