Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 1:72 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

72 evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

72 evit diskouel he drugarez e‐kenver hon tadou, ha kaout memor euz he allians santel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 1:72
21 Iomraidhean Croise  

Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.


Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.


Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,


Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.


eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak,


Rak soñj en doe eus e gomz santel, hag eus Abraham e servijer.


Soñj en deus bet en o c'heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.


Reiñ a ra da vevañ d'an holl re a zouj anezhañ, soñj en deus atav eus e emglev.


Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Holl bennoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Doue.


Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Neuze em bo soñj eus va emglev gant Jakob, eus va emglev gant Izaak, eus va emglev gant Abraham em bo soñj, hag em bo soñj ivez eus ar vro-mañ.


Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoù en deizioù gwechall.


Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc’h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d’o zadoù,


a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan