Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Neuze eun eal euz an Aotrou en em ziskouezaz dezhan, en he za en tu deo euz a aoter an ezans.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 1:11
15 Iomraidhean Croise  

Lakaat a raio an ezañs war an tan dirak an AOTROU, evit ma c’holoio mogedenn an ezañs al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ha ne varvo ket.


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.


An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.


Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras.


Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoù ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras:


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Ar c’hwec’hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c’horn an aoter aour a zo dirak Doue,


Ael an AOTROU en em ziskouezas d'ar wreg hag a lavaras dezhi: Setu ez out gaonac'h, ne'c'h eus ket a vugale, met e koñsevi hag e c'hani ur mab.


Doue a selaouas mouezh Manoak. Ael Doue a zeuas c'hoazh da gavout ar wreg pa oa azezet en ur park; met Manoak he gwaz ne oa ket ganti.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan